Alan Stivell
Текст песни An Eur-Se Ken Tost D'Ar Peurbad

Добавьте этот текст песни в ваш персональный список песен.

Текст песни Alan Stivell - An Eur-Se Ken Tost D'Ar Peurbad

Ar c'havaned zo aet pell zo da gousket en tour,
Hag an heol splann zo aet pell zo en tu-hont d'ar bed.
Mouget eo sklerijenn an deiz...
Nemet em c'hambr, ur goulou war enaou a vev,
Em spered, ur goulou
Edon va ene, ur goulou war enaou a vev.
O Sklaerder-diabarzh, te ken tost d'ar peurbad!

Er-maez eo ar goanv, dibourc'h ar gwez, revet ar bleunv
Ar vougasenn fenozh a ren gant he dalc'h spontus;
Nemet em c'hambr war va burev,
Ez eus ur flammel ruz en he bleuniou.
Hag em c'halon ivez ur flammel ruz en he bleuniou,
Em ene kuzh, ur flammel ruz en he bleuniou.
0 Buhez er c'hevrin, te ken tost d'ar peurbad!

O' Peoc'h. N'eus nep trouz:
Tamolodet eo ar bed en e gousk;
An evned-kazh zoken ne c'harmint ket fenozh.
Hag em c'hambr, n'eus ken trouz;
Em spered n'eus ken trouz.
Ster vras va sonjou-den a hanval chom digas,
Didrouz!
Nemet e don va ene kuzh e klevan ur mouskan,
Ur vouezh sklintin,
Mouezh ur stivell, 0 Va fedenn!
0 son ar vuhez-se, son ken tost d'ar peurbad!

Поиск текстов

Ваш личный список песен:

Для быстрого перехода к нужной песне вы можете добавлять в этот список любые тексты песен. Данный список автоматически сохраняется на вашем компьютере.